Bretwalda, pe Brytenwalda pe bretenanwealda a zo ur ger hensaoznek deuet war wel evit ar wech gentañ er c'hronikl angl-ha-saoz en IXvet kantved. Implijet e vez da ziskouez renerien eus ur rouantelezh angl-ha-saoz a veze mestr war ar rouantelezhioù arall. N'eo ket sklaer pe implijet e oa ar ger-mañ gant ar rouaned-se o-unan pe ijinet e oa bet en IXvet kantved.
Rouaned Mercia, a oa e-touez ar rouaned pouezusañ, adal ar VIIvet kantved betek an IXvet kantved, ne vezent ket anvet Bretwalda morse. Se a zo peogwir e oa bet skrivet ar c'hronikl e Wessex, ur stad a oa enebet he renerien ouzh re Mercia.